Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ma ar miz mae o vont e biou,
« Gad ar bleuniou war ar c’hleuniou. »
Ar plac’hik dal’ m’ e deuz klevet,
He daouarn e kroaz ’deuz laket :
— Me laro eunn Ave Maria
Enn ho enor, itron Varia,
Ma plijo gad ho mab Doue,
Da gaout dioun-me true ;
Ma ’z inn, bremaik, da c’hortoz
Va mignonezed er baroz. —
Oa ked he Ave achuet
Stoui he fenn hi e deuz gret ;
Stoui he fenn hi e deuz gret,
He daoulagad e deuz sarret.
Neuze oe klevet ann estik,
O kana c’hoaz el liorzik :
« Euruz eo ann dud iaouank-ze
« Hag a varv enn amzer-neve !
« Euruz eo ann dud iaouank-ze
« A ve roet d’he bleuniou neve ! »