Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Hi lare d’he mignonezed
War bankig he gwele chouket :
— Mignonezed, ma em c’haret,
Enn han Doue, na oelet ked ;
C’hui oar a-vad, mervel zo red :
Doue war ar groaz en deuz gret. —
II
P’az iz d’ar feunten da vid dour :
Ann estik-noz a gane flour :
— Ma ar miz mae o vont e biou,
Gad ar bleuniou war ar c’hleuniou ;
Euruz eo ann dud iaouank-ze
Hag a varv enn amzer neve !
Evel ar rozen deuz ar brank,
E tisparti ann dud iaouank ;
Re ’nhe a rei arog eiz-te,
E vo roet d’he bleuniou neve ;
Hag int deuz a-greiz, d’ar baroz,
’Vel bivik-doue, deuz ar roz. —
III
— Jeffik, Jeffik, ne ouzoc’h ked
Pez en deuz ann estik laret :