Laeret zoken traou ann iliz; pilet zoken hon touriou;
Straojet zoken ar garneliou, ha skignet ar relegou.
Gwastet traoniou kaer Breiz-izel, ken dru ha ker glaz gwech-all;
Ken na glever mui tro-war-dro mouez den kennebeut chatal.
C’hoaz ma ve roet skuilla, hor gwalc’h, daelou dru d’hon daoulagad,
Nemet pa wel skuilla daelou, ann den ker a skuill ar goad.
C’hoaz ma ve roet kaout eur groaz, e pelec’h e taoulinfemp,
Evit goulenn digand Doue ann nerz pini a vank d’emp!
Met ho kroaz santel, ma Doue, zo bet pilet e peb-lec’h;
Ha kroaz ar gwinterellerez a zo savet enn he lec’h.
Bemde ’weler ho peleien evel-d-hoc’h war ar C’halvar,
Evel-d-hoc’h o stoui ho fenn o pardoni d’ann douar.
Re ho deuz gallet tec’het kuit, ea da guhet er c’hoajou;
Eno oferniont deuz ann noz; e bag, war vor, a-wechou.