Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/474

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Darn ho deuz treuzet ar mor braz, divroet ha dizouten,
Gwell gant-he senti ouz Doue, evit senti ouz ann den;

Gwell gant-he dibri dianken, er broiou pell, bara kerc’h,
Evit dibri bara gwiniz, bara ann diaoul, gand ann nec’h.

Enn ho ziez, ann touerien a zebr danvez ann dud paour,
Goude beza gwerzet Doue, evel Judaz, evid aour.

Piou-bennag na fell ket d’ezhan mont da glevet ann touer,
Zo war var da goll he vuhe; bet denjentil pe gouer.

Tudjentil, ha tud a iliz, tud diwar mez, sonn ho fenn,
Ann holl Vretoned a waner balamour ma int kristen!

Breman hallez, boed ann ifern, rei da galon-te d’ar joa,
Pe ’teuz laket hon elez-ni e-barz ann ne da c’hoela!

Pe ’teuz laket lezen ann diaoul e-lec’h gwir lezen Doue,
Pe ’teuz lazet ar veleien, ann dudjentil, ar roue!

Pe ’teuz lazet ar rouanez, pe ’teuz stlapet d’ann douar
He fenn gand penn flour Elesbed, ann itron zantel, he c’hoar;

Pe ’teuz tolet er c’hao hudur mab ar roue, hen bugel,
Hag hen dalc’hez e-barz ar fank da vreigna ha da vervel.