Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ar c’habitan soz zo lazet ;
’Vel eunn den mervel en deuz graet.
’Vel eunn den mervel en deuz graet ;
Tanet enn e roched goadet.
Tanet lestr ar Zozon gen-omp ;
Hi noaz, o neuial daved-omp.
Ann dud euz a Vrest a ioue ;
O welet hor listri mont tre.
Ann holl dud a Vrest a ioue,
Nemed ar mammou paour na re.
Pebez enor, d’e-omp, Bretoned,
Ar Zozon a zo bet trec’het !
Pebez enor, Kervignagiz,
Galvet eo Er Mank da Bariz.
Da Bariz e ma bet galvet,
Hag ouz tol ar roue azet ;
Tol ar roue, gant ar brensed
A ra stad ouz ar Vretoned.
Bet en deuz eur vedalenn aour,
Ha laket eo da ovisour
Mil bennoz Doue d’ar roue !
D’ar roue mil bennoz Doue.