Na ehan tamm oc’h ober mad,
Evit-han da redeg he wad.
He wad a red a boulado !
Kergoualer zo eunn den mar zo !
War al lestr n’ehan den e-bed,
Evid-omp holl bout gwall-diet.
Tiet omp holl nemed unan :
N’her hanvann ked er zonen-man.
Pemb troatad dour e don ar c’hal,
Pemb troatad dour, goad kement-all !
— Kabitan ker, deuz, deuz ha sell !
Troc’het ann dris ; kouet ar sinel !
Klevez ked ar Saoz o laret :
— O zinel o deuz diskennet.
— Diskenn ! diskenn ! oh ! na rinn ket
Keit a vo goad em wazied ! —
Er Mang a glev, ha’ ma pignet
War ar wern-volosk, en ur red ;
Kreiz ar bolodou, sonn e benn,
A zisplegaz ur mouchouer gwenn.
Oh ! ni n’hon euz ked diskennet ;
Sevel ar sinel hon eus gret.
Ar Breton na ziskenn nepred ;
Iannig-ar-Soz ne larann ked
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/457
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ