Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/394

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ne d- eo ket evid doura chas
Ez ouun deuet da Geroulaz,
Nemed evid ober al lez ;
Ra viot furoc’h, penn-herez. —


IV

Ar benn-herez a lavare
D’he mamm itroun, enn devez-ze :
— Aboe ma ar markiz ama,
Va c’haloun zo deut da ranna.

Va mamm itroun, ha me ho ped,
D’ar markiz Melz n’em roit ket ;
Va roit kent da Bennarrun,
Pe, mar kirit da Zalaun,

Va roit kent da Gerdomaz,
Hen-nez en deuz ar muia gras,
Enn ti-mann e teu aliez,
Hag he lezit d’in ober lez. —

— Kerdomaz, d’in-me leveret,
Da Gastelgall ha c’houi zo bet !
— Da Gastelgall ez ounn-me bet ;
Mad, m’en toue, n’em euz gwelet.

Mad, m’en toue, n’em euz gwelet,
Nemed eur goz sal mogedet,
Ha prenestrou hanter torret,
Ha dorojou braz keulusket ;

Nemed eur goz sal mogedet,
Enn han eur c’hregik koz louet,
O trailla foen d’he c’haboned ;
Mar defe kerc’h na refe ket.