Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/395

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Gaou a livirit, Kerdomaz,
Ar markiz zo pinvidik braz ;
He zorojou zo arc’hant gwenn ;
He brenestrou zo aour melen ;

Houn-nez a vezo enoret
A vezo gant-ha goulennet.
— N’em bezo, mamm, enor e-bet,
Nag ivez n’he c’houlennann ket.

— Va merc’h, ankounit ann holl-ze,
Trakent ho mad na zalc’hann-me ;
Roet ar geriou, ann dra zo gret,
D’ar markiz viot dimezet. —

Itroun Keroulaz a gomze,
Ouz ar benn-herez evelse,
Dre m’e doa erez er galoun.
Ha oa Kerdomaz he mignoun.

— Eur walen aour hag eur sined,
Gand Kerdomaz oent d’in roet,
Ho c’hemeriz enn eur gana,
Me ho azroi enn eur oela.

Dall, Kerdomaz, da walen aour,
Da sined, da garkaniou aour,
N’ounn ket lezet d’az kemeret,
Miret da zraou ne dleann ket. —


V

Kriz vije’r galoun na oelze,
E Keroulaz neb a vize,
O welet ar benn-herez keaz,
O poket d’ann nor pa ’z ea meaz.