Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/387

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Da Zant-Malo neuz hi c’haset,
El leandi neuz hi laket,
Ha pa oe pevarzek vloa net,
Neuz hi c’hemeret da bried.


II

Da vaner Koadelan int eet ;
Eur mab bihan e deuz ganet,
Eur mab ker koant evel ann han,
Henvel d’he dad Fontanellan.

Ken a oa eul lizer digouet :
Da Bariz e oa red monet.
— Ho unan, aman ho loskann,
Da Bariz raktal a eann.

— Fontanellan, chomet er ger ;
Pean a rinn eur c’hannader,
Enn han Doue, na et ket di ;
Ma et di na ziztrooc’h mui.

— Peuz ker da gaout aon e-bet ;
Me ia ma unan d’ho c’haouet;
Gret ervad d’am mabik bihan,
Keit e vinn pell deuz ar ger-man. —

Fontanellan a lavare
D’ann dud iaouank, pa ziblase :
— Me rei eur banniel ar c’haeran,
D’ann itron Vari Rozeran ;

Banniel ha dilad ar c’haeran,
Ma po sonj ouz Fontanellan ;
Ha damant ouz he vab bihan,
Ken na ziztroi da Goadelan. —