Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/388

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




III

— Demad, roue ha rouanez,
Deut onn d’ho kaout enn ho palez.
— Pa oc’h deut deut mad ra viet !
Mez ac’halenn c’houi na iei ket.

— Mez a ac’han me a ielo,
Otro roue, pe ni welo !
Sternet d’in-me ma inkane,
Ma inn-me d’ar ger adarre.

— Da Goadelan c’honi na iei ket ;
D’ar prizon, ne lavarann ket ;
Chadenno awalc’h zo em zi,
Evit chadennan daou pe dri.

— Pachik, pachik, pachik bihan.
Ke ker skanv trezek Koadelan,
Ha lavar d’ar benn-herez kez
Ma na zougo mui dantelez ;

Ma na zougo mui dantelez,
Hag he fried paour zo diaez ;
Kas d’in eur roched da wiskan,
Hag eul liser d’am liennan.

Kas d’in, te, eur roched lien,
Hag eul liser vraz lien gwenn,
Hag ouspenn eur plad alaoured,
Da lakat va fenn da zellet ;

Dal eur guchen euz ma bleo-man,
Da stagan ouz dor Koadelan
Ma laro re iei d’ann iliz :
True Doue war ar markiz !