Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/382

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ra blijo gand ann Otrou, hag ar Werc’hez santel,
Ma ho prallefimp ni c’hoaz pa vo fin d’ar brezel !

Kenavo, bannielou sakr, pere hon euz douget,
Oc’h ober tro ann iliz, e pardon Sant-Servet ;
Ra vimp ker goest da zifenn hor bro hag ar gwir feiz
Hag em omp bet d’ho terc’hel war ann dachen, enn deiz !

Da hijo Doue ar reo ! da vo goenvet ann ed,
Goenvet e douar ar Gall, trubard d’ar Vretoned !
Ra ganomp-ni da viken, enn eur vouez, potred Breiz :
— « Biken ! biken n’embaro ann onner hag ar bleiz. » —

Ar ganaouen-ma zo gret aboe ’m omp eet enn hent,
Ebarz ar bloa mil pemp kant daouzek ha poar ugent ;
Gret gand eur c’houer iaouank, war eunn ton da gano,
Kanet-hi, potred Kerne, da laouenat ar vro.