Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/381

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Setu soudarded ar vro, soudarded unanet
Evid difenn ar gwir feiz rag ann Hugunoded,
Evid difenn Breiz-izel rak bro-Zoz ha Bro-C’hall,
Kemend a wast hor bro-ni, gwas eged ann tangwall.

Hag o tont euz ar vered eleiz a c’houlenne :
— Men a gefimp mezer ru d’en emgroaza breme ? —
Ken a droc’haz kalonek potr maner Kergourtez ;
— Kemeret skouer digan-in hag e viot kroazel ez ! —

Ne oa ked he gomz gant han, he gomz achuet mad,
Oa toullet gwien he vrec’h ken a strinkaz ar goad,
Ha war dal he borpant wenn eur groaz ru a oa gret,
Hag abarz nemeur amzer ho holl e oant kroazet.

Pa oant e kichen Kallak o vonet gand ann hent,
E klevjont kleier Duhot o son ann ofern bred :
Hag hi distroi war ho c’hiz enn eur laret ’nn eur vouez :
— Kenavo kleier Mari ! kenavo kleier kez !

Kenavo ’ta, kenavo, kleier kristeniet !
Aliez enn deziou-lid ni hon euz ho prallet !