Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/368

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Me a brofo er plad ugent skoed,
Hag ho maeronez, va itron, dek ;

Hag ho maeronez a brofo dek,
Da rei enor d’hoc’h, otro belek. —


V

Pa oann digouet e-tal Penn-al-lenn,
O vonet ive d’ann oferen,

E weliz kalz a dud o redek,
Hag hi enn eunn estlamm braz meurbed.

— Na c’hui, gregik koz, d’in leveret,
Nag ann oferen zo achuet ?

— Ann oferen a zo deraouet,
Hogen he achui n’euz gallet ;

He achui n’en deuz ket gallet
Goelan da Jenovefa neuz gret.

Ha tri leor braz en deuz treuzet, ’vad.
Gand ann daero euz he zaoulagad.

Ken a zeuaz ar plac’h o redek,
Ha’ gouezaz da zaoulin ar belek.

— Enn han Doue! Iann, distroet endro
C’hui zo kiriek, kiriek d’am maro! —