Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/367

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Iannig ar Flecher, distroet endro.
Ha me roio d’hoc’h va holl vado ;

Iannik, va mignon, distroet endro,
Ha me ielo d’hoc’h heul e peb bro ;

Ha me gemero boteier koat,
Ha me iei gen-hoc’h da labourat.

Ma na zentet ked ouz va goulenn,
Digaset d’i-me ar groaz-n-ouen.

— Siuoaz! hoc’h heulian ne hallann ket,
Rag aberz Doue onn chadennet ;

Rag gand dorn Doue em onn dalc’het,
Ha d’ann eurzo eo red d’in monet. —


IV

Hag o tont endro euz a Gemper,
E teuaz adarre d’ar maner.

— Eurvad, otro maner Rustefan,
Eurvad d’hoc’h holl dud, braz ha bihan

Eurvad ha joa d’hoc’h, bihan ha braz,
Muioc’h evit zo gan-in, sivoaz !

Me zo deuet d’ho pedi, d’ann de,
Da zonet d’am oferen neve.

— Ia! d’hoc’h oferen ni a ielo,
Kentan brofo er plad me a vo.