Distrei rez ann disteran, arog mont da gousket,
Da zigas ar penn maro endro barz ar vered ;
Hag hen da vont d’he bedi, ’nn eur drei he gein d’ezha :
— Deuz d’am zi ta, penn-maro, deuz arc’hoaz da goania. —
Neuze d’he di da gemer he baouez ez eaz,
E saillaz barz he wele hed ann noz e kouskaz.
Tronoz vintin pa zavaz, hen mont da labourat,
Heb koun’bet mui d’ann derc’hent ken-nebeud d’ann ebat.
Hen mont da grog enn he forc’h, hen mont da labourat,
O kana war boez he benn, o kana dizonj vad.
Hogen, pa oa ’nn dud ouz tol, war dro ann noz-digor,
E klevzont unan-bennag a skoe war ann nor.
Ar mevel a zavaz prim evid digor d’ezha,
Kement e oe estlammet, ma teuaz da goueza,
Ha daou zen-all a lammaz raktal ’vit he zevel,
Kemend e oent stravillet ha ma oe red mervel.
Kerza re ann Anaon kreiz ann ti ez dale :
— Setu me deut da goania, da goania gen-oud-de.
Deomp-ni ta, ma mignon kez, ne ket pell ac’hane,
Deomp-ni hon daou d’am zol-me a zo savet em be. —
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/362
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ