Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/361

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Tri den iaouank dirollet oa enn hostaliri ;
Ha gand gwin leiz ar poudou oa ho goad o virvi.
O veza evet awalc’h hag ho c’hofou karget :
— Gwiskomp-ni krec’hen loened ha deomp-ni da redek ! —

Ann trede potr anezho, ar potr ann disteran,
O welet he vignoned o pellat diout-han,
A iez raktal d’ar garnel, he benn en deuz laket
He benn barz eur penn-maro ; heuzuz oa da welet !

E toullou ann daou-lagad e lakaz diou c’houlou ;
Hag e lamme ’vel eunn diaoul, e-kreiz tre ar ruiou.
Ar vugale a dec’he enn eur spont braz ra-z-han,
Hag ann dud reiz ho unan, a rede diraz-han.

Ober a rejont ho zro heb dont da ’n em gaouet,
Enn eur c’horn euz ar ger-ze pa oant ho zri digouet.
Neuze ioual ! ha lampat ! ha godisal ho zri :
— Otrou Doue, pelec’h oud ? Deuz gen-omp da c’hoari. —

Doue skuiz oc’h ho gwelet a skoaz eunn tol pouner,
Ken a roaz eur grenaden d’ann holl dier e ker ;
Koventi rez ’nn ho c’halon ann holl vourc’hizient,
Ken na gredjont oa erru divez euz ar bed-men.