Deut-hu gan-in araog ; na zalc’ho pont ar ger ;
Ar gedour na zalc’ho, dre ’ma d’in breur-mager. —
Ann aotro lavare pa ’z ee’mez ar porz :
— Deut-hu gan-in, ma c’hoar, war lost ma marc’h-emporz ;
Na deump-ni da Wengamp da gaout ma aotro-me,
Da c’houzout hag hen voa gwir d’in koll ma buhe.
Deomp da glask da Wengamp ma aotro-reiz Gwesklen,
Ma teuio da lakat seziz war Bestien. —
— Gwengampiz, iec’hed d’hoc’h ; iec’hed gand aza,
Nag ann aotro Gwes-klen pelec’h ’ma, han Doue !
— Mard-eo ’nn aotro Gwesklen, marc’heger, a glaskot,
E sall ar varoned enn tour-plad he gefot. —
Iann euz a Bontorson pa eaz tre er zall,
Bet’ ann aotro Gwesklen a eaz diraktal :
— Graso Doue, aotro, skoazel Doue gan-e-hoc’h !
Hag ho skoazel gand neb a zo gwaz gwirion d’hoc’h.