C’houi huanadefe, hag ho pefe true :
Eur c’hour-gleze a zo dindan penn ho kwele ;
Ne d-eo ket seac’h ar goad diouc’h boa laz ann tride :
Allaz ! aotro marc’hek, c’houi vo ar pevave !
Hoc’h arc’hant hag hoc’h aour, hoc’h armo, hoc’h holl draou,
Nemet ho marc’h fergan, zo dindan ann alveou. —
Hen da ruzan he zourn dindan ar penn-welead,
Ha sacha ’r c’hour-gleze hag hen ruz gand ar goad.
— Biganna, va c’hoar gez, salv d’in-me ma buhe,
Ha m’az grai pinvidig a bemp kant skoet leve.
— Ho trugare ! aotro ; nemed d’in leveret :
Hag hen ’m oc’h dimezet ? hag hen ne m’oc’h-hu-ket ?
— Ho saouzani ’neb giz, Biganna, ne fell ket ;
Tremenet pemzek deiz aboue ’m’onn dimezet.
Hogen tri breur am euz hag he koulsoc’h ha me ;
Mar plije d’ ho kalon dibab etre re-ze ?
— D’am c’halon na blij den, na kennebeud arc’hant,
Na blij tra d’am c’halon, nemed hoc’h, aotro koant ;
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/317
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ