Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

 
Hag hen monet da zellet etre toull ann alc’houe,
Ha gwelet eur goulouig a oa c’houeet aze ;

Hag ann tri manac’h a-gleiz, o toulla ’nn oter vraz,
Hag ar plac’h war he c’hoste, staget hi zreidik-noaz.

Ar plac’hik paour a glemme, goulenne fors true :
— Losket gen-in, va buhe, otrounez, han Doue !

Otrounez enn han Doue, losket d’in va buhe,
Me a valo deuz ann noz ha guho deuz ann de. —

Ken a varvaz ar goulou, eur boutadik goude,
Hag hen da jom toull ann or, heb fichal, spontet tre.

Ken a glevaz ar plac’hig, enn he be o tamant :
— Me garfe d’am c’hrouadur oleo ar vadiant ;

Ha goude ar groaz-n-oen evid-onn ma unan,
Ha mervel a rinn laouen a galon vad breman.

— Otrou eskop a Gerne, dihunet, dihunet ;
C’hui zo aze ’nn ho kwele war ar blun blod kousket ;

C’hui zo aze ’nn ho kwele, war ar blun blod meurbed,
Hag eur plac’hig o tamant ’nn eun toull douar kaled,