— Mar zo bet enn han seiz plac’h, c’hui a vo ann eizved ! —
Hag hi d’he zol war ho marc’h, hag hi kuit enn eur red ;
Hag hi kuit trezeg ho c’hir, hag hi kuit enn eur pred,
Ar plac’h a-dreuz war ar marc’h, he bek d’ezhi mouget.
Hag a-henn seiz pe eiz miz, pe ’nn dra bennag goude,
Hi a oe souezet braz barz ann abati-ze ;
Hag a-benn seiz pe eiz-miz pe ’nn dra bennag goude :
— Petra raimp-ni, va breudeur, deuz ar plac’h-ma breme ?
— Boutomp hi ’nn eunn toull douar. — Gwell ve dindan ar groaz.
— Gwell ve c’hoaz mar ve laket dindan ann oter vraz.
— Na damp henoaz d’he lakat dindan ann oter vraz
Elec’h na zeuio nikun diouz he c’herent d’he c’hlask. —
Tro mare sarraz ann de, ann env holl da frailla !
Glao hag avel ha grizil, ha tanfoeltr ar gwalla !
Hogen eur paourkez marc’heg, ha glebet he zillad,
Oa o vale divezad, ar glao oc’h he bilat ;
O vale dre-ze o klask enn tu bennag eunn ti,
Hag hen dont da zigouezet, gand iliz ’nn abatti.
Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/280
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ