Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

True oa he gwelet war dreuzo dor ar maner,
O skuillan daelo dru, hag hi ker reiz ha ker kaer!

O sellet war ar mor, o klask lestr he breur mager,
He holl gonfort er bed, oa he c’hortoz pell amzer;

O sellet war ar mor, o klask lestr he breur-mager;
Achuet oa c’houec’h vloa ’ba oa eet kuit deuz ar ger.

— Tec’het tu-hont, ma merc’h, hag it da glask al loened;
Ne eann ked d’ho magan evit chom aze chouket. —

Diou teir heur kent ann de hi oa dihunet gant hi,
Er goan, da c’houean tan, ha skuban peb korn ann ti;

Da vont da gerc’hat dour da feunteun-gwer-ar-c’horred,
Gand eur c’hoz-podik toull hag eur zeillik dizeonet.

Ann noz a oa tenval, ann dour oa bet stravillet
Gant karn marc’h eur marc’heg o tistrei euz a Naoned.

— Iec’hed mad d’hoc’h plac’hik; ha c’houi a zo dimezet? —
Ha me iaouang ha sod a respontaz : — N’ouzonn ket.