Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BREUR MAGER
I
Braoan merc’h dijentil a oa drema tro-war-dro,
Eur plac’hik triouec’h vloa, Gwennolaik he hano.
Maro ann otro koz he diou c’hoar baour, hag he mamm;
Maro holl dud he zi, siouaz d’ei ! med he lez-vamm.