Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/225

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Mac’het ar vro, ha savet kroz,
Savet iaouank, ha savet koz;
War marv eur iar hag eur falc’hon,
Breiz e goad, e tan hag e kaon

War mene du e gwel Iann mad,
Tregont kouer endro d’ann tantad.
Ha Kado-gann, eno gant-he,
War he forc’h houarn a harpe.

— Petra leret-hu potred-iod,
Ha paea ar gwiriou a reot?
Evid-on-me na baeinn ket !
Gwell a ve gan-in bout krouget!

— Evid-on na rinn ken-neubeut!
Noaz va fotred, va chatal treud;
Na rinn ket m’entoue ru-glaou-tan,
Saut Kado kerkouls ha Sant-Iann!

— Me, ma danvez a ia da goll,
Da goll a eann enn holl-d’ann-holl;
Ken na vo ar bloaz achuet,
Vo red d’in mont da glask ma boed.

Da glask ho poed na eot ket,
Eunn tu gan-in ne laran ket;
Mar d-eo trouz ha kann a glaskont
Ken na vezo de a geffont!

— Kent ann de keffont trouz ha kann!
Nini hen toue mor ha taran!
Nini hen toue stered ha loar!
Nini hen toue nenv ha douar! —