Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/224

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



AR FALC'HON

— IES KERNE —

Taget ar iar gand ar falc’hon,
Gand ar gouerez lazet ar c’hon;
Lazet ar c’hon, gwasket ann dud,
Ann dud paour evel loened mud.

Gwasket ann dud, mac’het ar vro
Gand alouberien aral-vro,
Gand alouberien brouiou-C’hall,
Ann Dredernerez oc’h hengial.