Souezet, ha’nn holl evel-t-han
— Chetu gonet he c’hroek gant-han ! —
Hag hen mont eunn tammig er mez,
He vab d’he heul hag ann oac’h kez.
Hag hi da zont gant-han endro,
Unan a gleiz, unan a-zeo.
— Gwir eo, ma mab, pez ’t euz klevet :
Da c’hroek hiriou e ’t euz goneet.
Hogen eunn dra c’hoaz e c’houlann,
Houman a vo ann divezan.
Mar deuz da ober kement-ze,
Vezi gwir vab-kaer ar roue ;
Hag az po ma merc’h hag ouspenn
Ann holl vro Leon, dre ma wenn !
Digas Marzin-Barz tre em lez,
Da veuli ar briadelez. —
Marzin-Barz, abeban e teuz,
Toullet da zillad treuz-didreuz?
Da belec’h ez-te evelhenn?
Diskabel-kaer ha dierc’hen.
Da belec’h ez-te evelhenn,
Marzin goz, gand da vaz kelen?
— Mont a rann da glask ma delen,
Frealz am c’halon er bed-men;