Mar gasez he vizou d’i-me
Te po ma merc’h digan-i-me. —
Hag hen da zont, o oela dru,
Da gaout he vamm-goz dioc’h-tu.
— Ann otrou roue ’n doa laret,
Ha padal en deuz dislaret !
— N’a chif ket evit kement-ze ;
Tap eur skoultrik a zo aze ;
A zo aze ’barz ma arc’hik,
Hag enn han daouzek deliennik,
Hag enn han daouzek delien grenn,
Hag hi ker kaer hag aour melen,
Hag onn bet seiz noz da gerc’hat,
Seiz vloa tremenet, e seiz koat.
Pa gano’r c’houg da hanter-noz,
Ho marc’h ru vo oc’h ho kortoz ;
P’euz ker da gaout aon e-bet,
Merlin-Barz na zihuno ket. —
Pa gane ’r c’houg kreiz ann noz du,
Lamme war ann hent ar marc’h ru ;
N’endoa ked ar c’houg peur-ganet,
Pa oa bizou Marzin lammet.
Antronoz pa zarc’haz ann de,
Oa eet da gaout ar roue,
Hag ar roue dal’m’he welaz,
Chommaz war zao, souezet-braz ;