Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
Oenn ganet evid eur va bro ;
Doue diouz anken d'he miro !
Oh! hun eta,
Ar vamm a oe souezet braz :
« Heman zo Marz mar boe biskoaz !
Hun eta, va mabik, va mabik,
Hun eta, toutouik lalla ! »
II
MARZIN-DIVINOUR.
— Marzin, Marzin, pelec’h it-hu,
Ken beure-ze, gand ho ki du?
— Iou! iou! ou! iou! iou! ou! iou! ou! iou! ou
Iou ! iou ! ou ! iou ! ou ! —
— Bet onn bet kas kaout ann tu,
Da gaout dreman ann ui ru,
Ann ui ru euz ann aer-vorek,
War lez ann od, toull ar garrek.
Mont a rann da glask d’ar flouren
Ar beler glaz ha ’nn aour ieoten,
Kouls hag huel-var ann derven,
Ekreiz ar c’hoad’ lez ar feunten.