Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/155

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


A-ioul vefe gaou va hunvre !
Na ouife den diouz va doare !
Oh! hun eta, etc.

Ar mab, hag hen nevez-ganet,
c’hoarzin en deuz diskanet :
Oh! hun eta, etc.

Tavit, va mamm, na welet ket,
Gan-in n’ho po preder e-bet.
Oh! hun eta, etc.

Nemet am euz gwall-galonad
Ober eunn Duard diouz va zad.
Oh! hun eta, etc.

Etre ann env hag ann douar,
Va zad zo ker kaen hag al loar ;
Oh! hun eta, etc.

Va zad a gar ann dudou kez,
Ha pa gav ann tu ho gwarez.
Oh! hun eta, etc.

Ra viro Doue da vikenn
Va zad diouz puns ann ifern ien !
Oh! hun eta, etc.

Nemet bennoz a rann d’ann heur
E oenn ganet evid ann eur.
Oh! hun eta, etc.