Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/141

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



Goad ar C’hallaoued
Eo a red;
Goad ar C’hallaoued.

Tan! tan!…

Goad ha gwin eviz
Er gwall vriz;
Goad ha gwin eviz.

Tan! tan!…

Gwin ha goad a vev
Neb a ev;
Gwin ha goad a vev.

Tan! tan!…


II


Goad gwin ha korol
D’id, Heol!
Goad gwin ha korol

Tan! tan!…

Ha korol ha kan,
Kan ha kann!
Ha korol ha kan.

Tan! tan!…

Korol ar c’hleze,
Enn eze ;
Korol ar c’hleze.

Tan! tan!…

Kan ar c’hleze glaz
A gar laz;
Kan ar c’hleze glaz.

Tan! tan!…

Kann ar c’hleze goue
Ar Roue.
Kann ar c’hleze goue.

Tan! tan!…