Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/140

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



Gwell eo gwin nevez
Oh ! na mez;
Gwell eo gwin nevez.

Tan! tan!…

Gwell eo gwin a lufr
Oh! na kufr;
Gwell eo gwin a lufr.

Tan! tan!…

Gwell eo gwin ar Gall
Nag aval;
Gwell eo gwin ar Gall.

Tan! tan!…

Gall, d’id, kef ha deil
D’id pez-teil!
Gall, d’id, kef ha deil.

Tan! tan!…

Gwin gwenn, d’id, Breton
A galon!
Gwin gwenn, d’id, Breton.

Tan! tan!…

Gwin ha goad a red
Enn gefred;
Gwin ha goad a red.

Tan! tan!…

Gwin gwenn ha goad ruz
Ha goad druz;
Gwin gwenn ha goad ruz.

Tan! tan!…

Goad ruz ha gwin gwenn
Eunn aouen!
Goad ruz ha gwin gwenn.

Tan! tan!…