Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/127

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Gweliz mez ha gweliz gwial,
Gweliz derven e koat Breiz-all,
Biskoaz na weliz kemend all.

— Re draou a welaz-te, va map;
Da flap! da flip! da flip! da flap!
Da flip, potr koz! ha! me da grap!

— Sko ket gant-han, lez-han gan-i;
Na rann-me droug da da hini,
Ma brenn er bro-ni gan-e-omp-ni. —

Mari d’ar ger pa zistroaz,
He bugel kousket a welaz
Enn he gavel, ha sioul eaz.

Hag out-han ker kaer pa zelle
Ha da voket d’ean pa ee,
He zaoulagad a zigore.

Enn he gavazez’n em zave,
He ziouvrec’hik d’ei astenne :
— Gwall-bell onn bet kousket, mamm-le! —