Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/126

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Al loen-man enn he lec’h laket,
He vek ken du hag eunn tousek,
A graf, a beg, heb ger e-bet;

Ha bron bepret ’ma klask kaouet,
Hag enn he zeiz vloaz e ma eet
C’hoaz ne ma ket c’hoaz dizonet.

Gwerc’hez Vari, war ho tron erc’h,
Gand ho kredur tre ho tiou-vrec’h,
E levenez ’m oc’h, me enn nec’h.

Ho mabik sakr c’hui a virez,
Me ma hini me a gollez.
Truez ouz-in mamm a druez!

— Ma merc’h, ma mer’h, na nerc’het ket!
Ho Loik ne ’d eo ket kollet,
Ho Loik ker a vo kavet.

« Neb ra van virv e gloren vi
Evid dek gonideg eunn ti,
A lak ar c’horrig da bregi.

« Pa’n deuz prezeget flemm-han, flemm!
Pa eo bet flemmet ken, a glemm;
Pa eo klevet, he lammer lenn. »

— Petra rit-hu aze, va mamm ?
Lavare ar c’horr gand estlamme,
Petra rit-hu aze, va mamm ?

— Petra rann ama va mab-mi ?
Birvi a rann er blusken-vi,
Vit ann dek gonidek va zi.

—’Vit dek, mamm ger, enn eur blusken!
Gweliz vi ken gwelet iar wenn,
Gweliz mez ken gwelet gwezen