Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
sant vaze, XXIII.

crit, rag redec a rit dre ar môr ha dre an douar evit ober eun diskibl ; hag eur wech grêt, e rentit anezhan mab d’an ifern diou wech muioc’h egedoc’h hoc’h-unan.

(16) Malheur deoc’h, renerien dall, pere a lavar : Mar deu unan-benag da douat dre an templ, an dra-ze n’ed eo netra ; mes an hini a dou dre aour an templ, hennes a rank derc’hel d’he c’her ! (17) Tud diskiant ha dall ! pehini eo ar brassa, pe an aour, pe an templ dre behini eo santifiet an aour ? (18) Ha piou-benag, eme c’houi, hen deuz touet dre an aoter, an dra-ze n’eo, netra ; mes mar hen deuz touet dre an offrans pehini a zo varnezhi, e ranko derc’hel d’he c’her. (19) Tud diskiant ha dall ! rag pehini eo ar brassa, pe an offrans, pe an aoter dre behini eo santifiet an offrans ? (20) Piou-benag eta a dou dre an aoter, a dou dreizhi, ha dre gement a zo varnezhi ; (21) ha piou-benag a dou dre an templ, a dou dre an templ ha dre an hini a zo o choum enhan ; ha piou-benag a dou dre an env, a dou dre drôn Doue, ha dre an hini a zo azezet varnezhan.

(23) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag paea a rit an deog var ar menth, var an anet, ha var ar c’houmin, hag e lezit an traou ar muia talvoudec euz al lezen, ar justis, an drugarez hag ar fidelite. An traou-man a oa dleet da ober, hep tremen ober ar re-all. (24) Renerien dall, pere a zil eur fubuen, hag a lounk eur c’hanval!

(25) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipo-