Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
sant vaze, XXIII.

reont bec’hiou pounner, pere na heller ket da zougen, hag e lekeont anezhe var diou-skoaz an dud ; mes na fell ket dezhe lakaad ho biz d’ho finval. (5) Hag ober a reont ho holl oberou evit beza gwelet gant an dud ; rag ledan a reont ho phulacteriou, hag asten a reont franjou ho dillad ; (6) karoud a reont ar plasou kenta er festou, hag ar c’hadoriou kenta er sinagogou ; (7) ha beza saludet er plasennou public, ha beza galvet gant an dud : Mestr, mestr. (8) Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr ; rag unan hep-ken eo ho mestr, ar C’hrist ; ha c’houi holl a zo breudeur. (9) Ha na c’halvit den var an douar ho tad ; rag n’hoc’h euz nemed eun Tad hep-ken, an hini a zo en envou. (10) Ha na lakit ket gervel ac’hanoc’h doctored ; rag n’hoc’h euz nemed eun Doctor hep-ken, pehini eo ar C’hrist. (11) Mes ra vezo ar brassa en ho touez ho servicher. (12) Rag piou-benag en em huellaio, a vezo izelleet ; ha piou-benag en em izellaio, a vezo huelleet.

(13) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma serrit rouantelez an envou ouz an dud ; na antreit ket ebarz hoc’h-unan, ha na lezit ket da antren ar re a fell dezhe mond ebarz.

(14) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma tevorit tiez an intanvezed, ha ma rit evit digarez pedennou hir ; evit se e recevfot eur varnedigez vrassoc’h.

(15) Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipo-