Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
sant vaze, XXI.

Eun den hen doa daou vab, hag o vond etrezeg ar c’henta, e lavaraz dezhan : Va mab, kea da labourat hirio em gwinien. (29) Mes he-man a respontaz : Na’z in ket ; mes goude-ze e teuaz keûz dezhan, hag ez eaz. (30) Dond a reaz neuze etrezeg egile, hag e lavaraz dezhan ar memeus tra. He-man a respontaz hag a lavaraz : Mond a ran, Aotrou ; mes ne’z eaz ket. (31) Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad ? Hag e lever- jont dezhan : Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe : E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h en rouantelez Doue. (32) Rag Ian a zo deuet d’ho kavout en hent ar justis, ha n’hoc’h euz ket credet anezhan ; mes ar bublicaned hag ar merc’hed fall ho deuz credet anezhan; ha c’houi, o veza gwelet kement-se, n’hoc’h ket distroet goude-ze da gredi anezhan.

(33) Selaouit eur barabolen all : Bez’ e oa eur pen-tiegez, pehini a blantaz eur winien, hag a reaz eur c’harz en-dro dezhi ; kleuzia reaz enhi eur waskerez, ha sevel a reaz eun tour ; goude- ze e feurmaz anezhi da labourerien hag ez eaz da ober eur veaj. (34) Pa dostae amzer ar frouez, e kassaz he vevelien etrezeg he vererien evit kaoud ar frouez euz he winien. (35) Mes ar vererien, o veza croget en he vevelien, a gannaz unan, a lazaz egile, hag a veinaz unan all. (36) Kas a reaz adare mevelien all e niver brassoc’h eged ar re-genta, hag e rejont dezhe ar memeus tra. (37) Da ziveza e kassaz dezhe he vab, en eur