Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
sant vaze, XXI.

ha rag-tal ar wezen-fiez a zec’haz. (20) Pa velaz an diskibien kement-se, e oent souezet, hag e leverjont : Penaos eo deuet ar wezen-fiez-ze da veza sec’h en eun taol ? (21) Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : E gwiriônez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz, ha mar na zouetjec’h ket, n’e ket ar pez a zo bet grêt d’ar wezen-fiez a ra- jec’h hep-ken ; mes memeus ma lavarjec’h d’ar menez-man : Sav alese, hag en em daol er môr, kement-se a erruje. (22) Ha kement tra a c’houlennot, en eur bedi, mar credet, hen recevfot.

(23) Ha pa oe deuet en templ, prinsed ar veleien ha Senatourien ar bobl a dostaaz outhan, e-pad ma oa o kelen, hag e leverjont dezhan : Dre be otorite e rez-te an traou-ze ? (24) Ha piou hen deuz roet d’id an otorite-ze ? Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno ive eun dra diganeoc’h-hu, ha mar livirit anezhan d’in, e livirin ive deoc’h-hu dre be otorite e ran an traou-ze. (25) Euz a belec’h e teue badiziant Ian ? euz an env, pe euz an dud ? Hogen, int a rezone enhe ho-unan, hag a lavare : Mar leveromp : Euz an env, e lavaro deomp : Perag eta n’hoc’h euz-hu ket credet enhan ? (26) Ha mar leveromp : Euz an dud, hon euz lec’h da gaoud aoun rag ar bobl ; rag an holl a gemer Ian evit eur profet. (27) Respont a rejont eta da Jesus : Na ouzomp ket. Ha me, emezhan, na livirin ket deoc’h ken neubeud dre be otorite e ran an traou-man.

(28) Mes petra a sonjit-hu deuz an dra-man ?