Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
sant vaze, XIX.

(13) Neuze e oe digasset dezhan bugaligou, evit ma lakaje he zaouarn varnezhe, ha ma pedje ; mes an diskibien a reprene anezhe. (14) Mes Jesus a lavaraz : Lezit ar vugaligou, ha na zifennit ket outhe dond d’am c’havout ; rag rouantelez an envou a zo d’ar re a zo henvel outhe. (15) Ha goude beza astennet he zaouarn varnezhe, ez eaz kuit ac’hane.

(16) Ha setu ma teuaz unan hag a lavaraz dezhan : Mestr mâd, petra a dlean-me da ober a vâd evit kaoud ar vuez eternel ? (17) Hen a respontaz : Perag am galvez-te mâd ? N’ez euz hini mâd e-bed, nemed Doue hep-ken. Hogen mar fell d’id mond er vuez, mir ar gourc’hemenou. Pe re ? emezhan. (18) Jesus a respontaz dezhan : Na lazi ket ; na ri ket a avoultriach ; na laeri ket ; na liviri ket a desteni-faoz ; (19) henor da dad ha da vam ; ha karoud a ri da nessa eveldoud da-unan. (20) An den iaouank a lavaraz dezhan : Miret em euz an holl draou-ze adaleg va iaouankiz ; petra a vank d’in-me c’hoas ? (21) Jesus a lavaraz dezhan : Mar fell d’id beza parfet, kea, gwerz ar pez ec’h euz, ha ro-hen d’ar beorien ; hag e pezo eun tenzor en env ; neuze, deuz hag heul ac’hanoun. (22) Mes, pa glevaz an den iaouank ar gomz-se, ez eaz kuit gwall-drist, rag madou braz hen doa.

(23) Neuze Jesus a lavaraz d’he ziskibien : E gwirionez hen lavaran deoc’h, dies eo da eun den pinvidic antren en rouantelez an envou. (24) Ha me a lavar deoc’h c’hoas : Ezetoc’h eo da eur