Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
sant vaze, XIX.

dezhe : Ha n’hoc’h euz-hu ket lennet penaos ar C’hrouer a reaz er pen-kenta eur goaz hag eur vaouez ; (5) ha penaos hen deuz lavaret : Abalamour da ze an den a zilezo he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg, hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep-ken ? (6) Evel-se n’edint mui daou, mes eur c’hig hep-ken. Arabad eo eta d’an den dispartia ar pez a zo bet unanet gant Doue.

(7) Int a lavaraz dezhan : Perag eta hen deuz Moises gourc’hemenet rei d’ar vreg eur scrid a zivors, hag he c’has kuit ? (8) Hen a lavaraz dezhe : Abalamour da galeder ho calonou eo hen deuz Moises permetet deoc’h kas kuit ho kroagez ; mes ne oa ket evel-se er pen-kenta. (9) Mes me a lavar deoc’h penaos piou-benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach a vez, hag a zimezo da eun all, a ra avoultriach ; ha piou-benag a zimezo da eur vreg kasset kuit, a ra ive avoultriach.

(10) He ziskibien a lavaraz dezhan : Mar d’eo evel-se stad an den gant ar vreg, n’eo ket mâd dimezi. (11) Mes hen a lavaraz dezhe : An holl n’int ket evit receô ar gomz-ze, n’ez euz nemed ar re da bere ez eo bet roet ar galloud a gement-se. (12) Rag bez’ ez euz eunuked, hag a zo eunuked azaleg kov ho mam ; re all pere a zo bet grêt eunuked gant an dud ; ha bez’ ez euz re all pere a zo en em c’hrêt eunuked ho-unan abalamour da rouantelez an envou. Piou-benag a hell compren an dra-man, ra zeui d’her c’hompren.