deoc’h : mar deu daou ac’hanoc’h d’en em glevet var an douar da c’houlen eun dra-benag assambles, kement-se a vezo roet dezhe gant va Zad pehini a zo en envou. (20) Rag el lec’h ma’z euz daou pe dri assamblet em hanô, me a zo eno en ho c’hreiz.
(21) Neuze Per a dostaaz outhan, hag a lavaraz : Aotrou, ped gwech e rankin-me pardoni d’am breur, pa hen devezo pec’het a-enep d’in ? Bete seiz gwech ? (22) Jesus a respontaz dezhan : Na lavaran ket d’id bete seiz gwech, mes bete deg ha tri-ugent gwech seiz gwech. (23) Abalamour da ze, rouantelez an envou a zo henvel ouz eur roue pehini a fellaz dezhan ober count gant he zervicherien. (24) Pa hen devoe commanset da ober count, e oe digasset dezhan unan pehini a dlie dezhan deg mil talant ; (25) mes dre n’hen doa ket peadra da baea, he aotrou a c’hourc’memenaz hen gwerza, hen, he vreg, he vugale, ha kement hen doa, evit paea he c’hle. (26) Hag ar zervicher-ze, oc’h en em deurel d’an douar, a bede anezhan en eur lavaret : Aotrou, kemer patianted em c’hever, hag e paein d’id kement a glean. (27) Neuze aotrou ar zervicher-ze, o kaout truez outhan, a lezaz anezhan da vond kuit, hag a bardonaz dezhan he c’hle. (28) Mes ar zervicher-ze, o veza eat er meaz, a gavaz unan euz he gen-zervicherien hag a dlie dezhan kant diner, hag, o veza croget enhan, e vouge anezhan en eur lavaret : Pae d’in-me ar pez a dleez d’in. (29) Hag he gen-zervicher, oc’h en em deurel d’he