Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
57
sant vaze, XVIII.

kaoud eul lagad hepken eget kaout daou-lagad, ha beza taolet en tân an ifern.

(10) Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan-man ; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou. (11) Rag Mab an den a zo deuet da zavetei ar pez a oa kollet. (12) Petra a zeblant deoc’h ? Mar hen deuz eun den kant danvad, ha mar deu unan anezhe da veza dianket, daoust ha na lez ket eno an naontec ha pevar-ugent all, evit mond er meneziou da glask an hini a zo dianket ? (13) Ha mar c’hoarvez dezhan hen kavoud, e gwirionez hen lavaran deoc’h, beza hen deuz muioc’h a joa divarben he-man, eged divarben an naontec ha pevar-ugent ha na oant ket bet dianket. (14) Evel-se n’eo ket bolontez ho Tad, pehini a zo en envou, e vez kollet hini euz ar re vihan-man.

(15) Mar hen deuz da vreur pec’het en da enep, kea ha diskouez dezhan he faot etre te hag hen hep-ken ; mar selaou ac’hanoud, e pezo gounezet da vreur. (16) Mes mar na zelaou ket, kemer c’hoas ganez unan pe zaou, evit ma vezo reglet an affer var ger daou pe dri dest. (17) Mar na zelaou ket anezhe, lavar kement-se d’an Iliz ; ha mar na fell ket dezhan selaou an Iliz, kemer anezhan evel eur payan hag eur publican. (18) E gwirionez hen lavaran deoc’h, kement tra a liammot var an douar, a vezo liammet en env ; ha kement tra a ziliammot var an douar, a vezo diliammet en env. (19) Lavaret a ran c’hoas