hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez-man : Kerz ac’hann du-hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h. (21) Mes ar seurt drouc-sperejou n’ed eont kuit nemed dre ar beden hag ar iûn.
(22) Hogen pa oent distro en Galile, Jesus a lavaraz dezhe : Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud ; (23) ha lakaad a raint anezhan d’ar marô ; mes resussita a rai an drede deiz. Hag an diskibien a oe glac’haret meurbed.
(24) Ha pa oent erruet en Cafarnaüm, ar re a receve an didrakmou (arc’hant an taillou), a dostaaz ouz Per, hag a lavaraz dezhan : Daoust hag ho mestr na bae ket ive an didrakmou ? He-man arespontaz : Eo. (25) Ha pa oe eat en ti, Jesus a zialbennaz anezhan, en eur lavaret : Petra a gav d’id, Simon ? digant piou e kemer rouane an douar an taillou pe ar gwiriou ? Di- gant ho bugale ho-unan, pe digant an estranjourien ? Per a lavaraz : Digant an estranjourien. (26) Jesus a respontaz dezhan : Ar vugale ’ta a zo kuit d’ho faea. (27) Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar môr, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo ; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant) ; kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.