Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
sant vaze, XVII.

den a-douez ar re varo. (10) Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan : Perag eta e lavar ar Scribed e tle Elias dond da genta ? (11) Ha Jesus a respontaz dezhe : Gwir eo e tlie Elias dond da genta, ha dressa pep tra. (12) Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, ha n’ho deuz ket anavezet anezhan ; mes grêt ho deuz dezhan kement a felle dezhe ; evel-se ive eo e tle Mab an den souffr euz ho ferz. (13) Neuze an diskibien a gomprenaz hen doa komzet outhe divarben Ian ar Badezour.

(14) Ha pa oent deuet etrezeg ar bobl, e tostaaz outhan eun den pehini en em daolaz d’an daoulin dirazhan, en eur lavaret : (15) Aotrou bez truez ouz va Mab, rag loarec ha gwall-dourmantet eo ; alies e kwez en tân, hag alies en dour. (16) Hag hen digasset em euz d’az diskibien, ha n’ho deuz ket gallet gwellaad anezhan. (17) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz : O raç difeiz ha fallagr, bete pegeit e vezin-me ganeoc’h ? bete pegeit ec’h andurin-me ac’hanoc’h ? Digassit-hen aman d’in. (18) Ha Jesus a c’hourdrouzaz an drouk-spered, hag he-man a zortiaz euz ar bugel ; ha divar an heur-ze ar bugel a oe iac’heet.

(19) Neuze an diskibien a zeuaz da gavout Jesus en eul lec’h distro, hag e leverjont dezhan : Perag n’hon euz-ni ket gallet kas an drouk-spered-se kuit ? (20) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Abalamour d’ho neubeud a feiz eo ; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement