Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7
sant vaze, IV.

(13) Neuze Jesus a zeuaz euz a C’halile d’ar Jourdan, da gavout Ian, evit beza badezet ganthan. (14) Mes Ian na felle ket dezhan he vadezi, hag a lavare : Me em euz ezom da veza badezet ganez, hag e teuez d’am c’havout ! (15) Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan : Na stourm ket ouzin evit breman ; rag evel-se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan. (16) Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag-tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan. (17) Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz : He-man eo va mab muia-karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.


CHABISTR IV.


(1) Neuze Jesus a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert evit beza tentet gant an diaoul. (2) Ha goude m’hen doe iunet daou-ugent devez ha daou-ugent nosvez, hen doe naoun. (3) Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz : Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein-ze da veza bara. (4) Mes Jesus o respont a lavaraz : Scrivet eo : N’eo ket gant bara hep-ken e vevo an den, mes gant pep ger a zeu euz a c’henou Doue. (5) Neuze an diaoul hen kassaz er gear zantel, hag a lekeaz anezhan var lein an templ ;