Mont d’an endalc’had

Pajenn:Aviel hon Aotrou Jesus-Christ hervez Sant Vaze.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
sant vaze, III.

(3) Rag hennes eo an hini a behini hen deuz komzet ar profet Izaias, pa lavaraz : Mouez an hini a gri en dezert : Preparit hent an Aotrou : lakit eün he wenojennou.

(4) Hogen, ar Ian-ze hen doa he zae a vleô kanval, hag eur gouriz lêr en-dro d’he groazel ; hag he voued a oa kileien-raden ha mêl gwez.

(5) Neuze Jerusalem, hag ar Jude holl, hag an holl vro var-dro d’ar Jourdan a zeue er meaz d’he gavout ; (6) hag e oent badezet ganthan er Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.

(7) Mes o velet kalz a Farizianed hag a Saduseed o tond d’he vadiziant, hen a lavaraz dezhe : Raç an aered-viber ! piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond ? (8) Grit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion. (9) Ha na sonjit ket lavaret enoc’h hoc’h-unan : Beza hon deuz Abraham da dad ; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein-ze bugale da Abraham. (10) Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez ; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mâd a vez troc’het ha taolet en tân. (11) Evidoun-me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion ; mes an hini a zeu var va lerc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou ; hen ho padezo er Spered-Santel hag en tân. (12) He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreniel ; mes lakaad a rai ar pell da zevi en eun tân ha na varvo ket.