Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 85 —


— « Livirit d’in, va den mat, penaos oc’h en em gemeret evit dont a-benn eus va enebour. »

— « Gant va skourjez, ha netra ken ; ne ve ket dieas d’in hen dizkouez d’eoc’h. »

— « Eur skourjez mat e rank beza evelato », eme ar roue.

— « O ya, Aotrou roue ; sellit, » emezan. Hag ar paotr da ober d’e skourjez strakal :

« Fliou, flao !… Fliou, flao !!… »

— « Eur skourjez a feson eo, » eme ar roue, Deoc’h e vezo va merc’h ! »

— « Bennoz Doue, Aotrou Roue ! o bennoz Doue ! me, sellit, n’edon ket o c’hedal kement-all, » a lavaras ar glouaer.

— « Ha c’houi, prinsezig, ne dalv ket d’eoc’h sellet kement se a gorn ouz an den-ma, rak hen eo a vezo ho pried. »

— « O ne vezo ket, eme ar brinzez koant. N’eo ket hen am zennas a dre skilfou ar peulvan lous. »

— « Penaos ’ta, prinsez, n’eo ket me ? »

— « O nan da ! » eme ar plac’h yaouank.

Lezet e oe an traou evel se epad eiz dervez. Edo ar roue o pourvei pep tra evit eured kran ar brinsez hag ar glaouaer, pa deus eun den yaouank da c’houlen digor e lez ar roue ; eun aotrou pinvidik oa dioc’h an doare, gwisket kaer, eur marc’h eus an dibab dindanna, eur c’hi bras ouz e heul.

Ar brinsez eo he devoa kaset kelou d’ezan eus ar pez a dremene, ha lavaret he devoa d’ezan dont kenta ma c’hallje. Ha dont a rea, war goulen ar brinsez. Eur mevel a deuas da zigeri. — « Deiz mat ! eme Job, — rak hen oa, — me am eus ezom da goms gant ar roue ! »

Ar mevel a respontas kerkent :

— « Ar roue, va den mat, en deus a-walc’h da ober brema gant eured e verc’h a zo o vont da veza great er zizun a-zeu. Ne dalv ket d’eoc’h eta dale pelloc’h, n’en deus ket amzer da zont davetoc’h. »

— « Na den-all eus e berz ? Pe seurt eo an eured-se eta ? »

— « Pe seurt ? Sant Krist benniget ! eus a bell e rankit dont sur mar n’hoc’h eusket klevet penaos eo bet difframmet merc’h hena ar roue eus a dre skilfou eur peulvan galloudus gant eur glaouaer paour a dremene d’an ampoent dre ar c’hoad. »

— « A ya ? eme Job ; mat, me na ouien ket. N’eus fors, karout a rafen gwelet ar brinsez-se ; livirit d’ezi, mar plij, e karfen lavaret d’ezi eur gomz bennak. »

— « N’ouzon ket hag hi a deuio ; mont a ran da welet. »

Hag ez eas.