Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —


— « Taol anezi d’in ! »

— « E feiz, ne rin ket. Tudeus eur ouenn ken uhel ne vezont ket taolet d’ar chas. Deus d’he c’herc’hat. »

— « Mont a-walc’h a rin ; mes arabat e vezo d’it neuze beza ker kriz ha deac’h. »

— « Deus atao, paotr faro ! » eme Job.

Dont a reas ; Job a c’halvas e gi, a dapas e bistolen hag e gleze, ha dao d’an amprevan !

— « Kiz ! Kiz ! eme Job, dalc’h’ta, Dragon. »

Hag ar c’hi a lammas war ar peulvan hag hen diskaras d’an douar. Ha Job a zistagas ar pennou a jomme, Ar peulvan en doa seiz penn.

— « Roit d’in ho mouchouar godel, eme Job d’ar brinsez ma lakain ennan an teodou. »

Hag o veza great kement-se ez ejont warzu ar gear.

— « Petra livirin d’am zad ? » eme ar brinsez.

— « Lavar eo maro an hini a rea poan d’ezan. Lavar ive ez eo bet lazet gant eun tremeniad ; difen a ran ouzoc’h avat disrevel va hano ken na vo deuet ar mare.

— « Evel-se eo e rin ! » emezi.

Pa zigouezas er gear e kavas he zad kounnaret oll. « Petra ! emezan, daoust ha bemdez e ri evel-se ? »

— « Ne rin ket, va zad, emezi ; lazet eo ar peulvan gant eun tremener, hag hiviziken, bezit dinec’h, n’hon deus ezom ebet da gaout aon razan. »

— « Daoust ha gwir e vefe ? » eme ar roue.

— « O ya, va zad, gwir bater. Lavaret a rin d’eoc’h dioc’htu zoken e karfen kemeret da bried an hini en deus great an taol ! »

— « Mat ! Mat ! eme ar roue, gwelet a rin. »

Setu roet urz da lenn dre-oll an ali-ma :

« An nep piou bennak en deus lazet ar peulvan en devo merc’h ar roue da bried. »

Setu ma savas c’houenn e lerou an dud. Betek zoken eur glaouer o tremen dre ar c’hoad a gavas ar pennou, a zestumas anezo hag a deuas ganto da lez ar roue.

— « Sir, emezan, me eo am eus lazet ar peulvan ; sellit, setu ama ar pennou ! »

— « Ya ! ya ! va mab, eme ar roue, sklear eo. »

Ma oe digaset ar brinsez dirazan.

— « N’eo ket hennez va den, » emezi.

— « Nan, eme ar roue d’ezi, paour eo ha gwisket fall, ha setu perak n’hoc’h eusket ezom anezan. »