Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —


War bouez bale ha bale kalz e tigouezas e ti Yannig, beac’h warnan.

— « Arabat eo d’it, Yannig, emezan, ober trouz d’in ; mac’h oufez pe seurt tro am eus-me great ! »

Hag hen da gonta kement a yoa c’hoarvezet gantan. « … Hag, emezan, ar farsusa tra am eus kavet eo klevet lavaret oa eat eur c’hemener da varkiz ; hennez a ranke beza laer, hag a zo brema en ifern, hep mar ebet. »

Gouzout a reomp ne lavare ket gaou.

Hag e c’houlenjont hano ar markiz-ze.

— « Rokilo ! Rokilo ! » eme ar c’hemener.

— « Dres, dres, eme Jannedig laouenneat holl, hennez eo an hano am boa debret.

Ha setu ar c’hemenerien o kemeret pep hini hent ar gear.

N’oant ket eat gwall bell bras pa deuas ive ar markiz bet kemener gwechall.

— « Arc’hanta, plac’h yaouank, emezan, ha da bromesa ? »

— « N’em beus ket ankounac’heat anezi, Aotrou ! »

— « Nan ? Lavar d’in ’ta neuze va hano ! »

— « Markiz Rokilo eo hoc’h hano ! » eme Jannedig gant hast.

O klevet e hano, an diaoul a yeas er meaz ker prim hag eur c’haz skaotet, o kas d’e heul an hanter eus an ti. An daou gemener a oe laouen oc’h adsevel an ti ; eürus oant, rak ma kavent dister al loden eat gant Paol gornek.

Beva a rejont e peoc’h epad pell amzer o sevel en dro d’ezo eun toullad mat a vugale hag a zo bet kemenerien war o lerc’h.



————