Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —

vefen, deomp atao da welet piou a zo o chom er maner brao-ma. » Ankounac’heat en doa Jannedig hag ar c’had.

Edo ar mevelien o kempenn ar c’harronz kaera hag o pourchas pep tra evit mont da gerc’hat Jannedig antronoz.

— « Deiz mat d’eoc’h, tudou ! emezan ; daoust ha c’houi ho pefe ar vadelez da lavaret d’in e peleac’h emaon ama ? Kollet eo va hent gamen, ha siouaz ! n’ouzoun mui petra deuan da vezan. »

— « O ya da ! emezo ; emaoc’h war dra eur markiz bras, ha mar hoc’h eus c’hoant da vont kwit, n’hoc’h eus ken da ober nemet kemeret an hent a zo ama a-gleiz. »

— « Ho trugarekaat ! eme ar c’hemener ; mes karout a rafen gouzout hano ar markiz-se ; daoust hag ar vadelez ho pefe d’hen lavaret d’in ? »

— « Ya ’vat. Hanvet eo Markiz Rokilo. »

— « Trugare ! emezan adarre. Asa, paotred, marteze e kavot ez eo hir va fri eun tammig ; mes, livirit d’in, mar plij, da beleac’h emaoc’h en zonj da vont gant ar c’har-ze. »

— « Hor mestr, emezo, a zo o vont da vit eur plac’h yaouank, du-ze, war an douar, a zo bet eun emglev etrezo bloaz a zo. »

Ha neuze spered ar c’hemener a nijas war-eün da di Jannedig.

Hag hen da redet ac’hano gant kement a diz ma venne dizalana, o lavaret bep kammed a rea : « Markiz Rokilo !… Markiz Rokilo !… — « Evel-se, emezan, n’ankounac’hain ket, rak, sur a-walc’h hema a yelo varc’hoaz da gerc’hat gwreg va c’homper. Mont a ran da gas kelou d’ezan. »

Mont a rea evel-se, herra ma c’helle, pa stokas e droad oc’h grizien eur wezen, hag e kouezas d’an douar.

— « Malloz ar foueltr ! emezan ; Markiz Rok… Markiz Rok… Asa. daoust hag ankounac’heat em befe ?… Neuze, mil gutez ! n’eo ket chomet pell em ginou… N’eus ket da lavaret, red mat eo d’in dizrei. »

Hag hen war e giz. »

— « Gortozit ’ta, tud vat, emezan d’ar mevelien, pe seurt micher en doa ho mestr gwechall ? »

— « Kemener oa », emezo.

— « Livirit d’in e hano eur wech c’hoaz, mar deo ho madelez. »

— « Hen lavaret hon deus : hanvet eo Markiz Rokilo. »

— « Penaos ar gurun ?… Mes ho mestr d’eoc’h-hu a ranke beza laer a-benn dont da veza markiz eus kemener ma ’z oa ! Mont a rai varc’hoaz, kredabl eo, da gerc’hat Jannedig. Lez anezan avat, n’hen devezo ket anezi, m’hen tou ! »

Hag hen arc’hano o lavaret bep kammed a rea ; « Markiz Rokilo ! Markiz Rokilo ! »