Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ar Prat Rimadellou brezonek, 1911.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ifern Plogo


————


Eun diaoul kouezet eus lost ar c’har ha savet c’hoant gantan beza deuet mat d’e vestr Lusifer, a yeas eur vintin vez a viz kerzu, derc’hent eur gouel bras bennag, da gemeret leac’h aotrou person Plogô er gador-govez. Heman a yoa eat da rei dourn d’e genvreur a Gleden nevez kouezet klanv.

Evit doare, Paolig a gavas eur goz soutanen e arbeliou an ifern. Eno e kaver bep seurt truilhou.

N’oa ket bet hir a walc’h e fri evelato, p’eo gwir e oa ar zae zu eun tammig ber dioc’h e vent, ha n’oa ket frank a walc’h ar boned korniek evit kuzat e dal hag e gerniel, ma oa red d’ezan e doulla, ha dastum e lost, n’eo ket gwelet e vije o treina a-dren e zae.

Pebez plijadur en doa o selaou an devodezed ! Nag a blijadur, dreist-oll o sonjal en dreuflezen a rea d’ezo ! Kel laouen oa, zoken, ma teuas e lost hir da zilammat eus e gougn, da vont a ruzou dre zindan dor ar gador-govez ; eno e filbouche, evel hini eur c’haz o paterat. Al lost a yea hag a deue, o skuba leur an iliz tro-war-dro. Me lavar d’eoc’h ez oe eun dra iskis da welet.

Gwreg ar zakrist, a yoa o c’hedal he zro da vont ebarz, a oe nec’het a-walc’h gant an darvoud ; biskoaz n’he doa gwelet kemend-all. Mall he doa da welet he zro o tont, hag ez eas da zaoulina er gador kerkent ha ma c’hellas. Kregi a eure gant he c’hovesion, hag e selle piz a-dreuz an norig, endra ma tibune he c’huden ; kaer he doa, avat, sellet tost, ne deue ket a-benn da anaout he ferson. Hag ouspen-ze, eun dra-all a lakae anezi nec’het. Bep tro mac’h anzave eur pec’hed dister, ar c’hovesour a lavare :

— Ya ! alo, mat !

Ha pa veze grevusoc’h ar pec’hed, e lavare :

— Mat tre, va merc’h, mat ! mat !…