— « Diou wech, emezi, e oe darbet d’eomp mervel er veaj-se ken hir ha ker risklus ; diou wech e pedas Lan an Intron-Varia da zont d’hor zikour, ha diou wech e teuas d’eomp sikour ar Vamm vat. Her gouzout a rit, Aotrou ’n Eskob, ha kement hini a zo ama a oar kouls ha me peger bras oa devosion Lan a Vreiz evit an Intron-Varia, dreist oll er bloaveziou diveza-ma eus e vuez. Roet en deuz d’ezi e testeni eus e garantez eun-iliz eus ar re gaëra hag a vezo echu hep dale. Ar pez n’ouzer ket ker kouls eo en doa c’hoant ar prins da veza beziet en iliz savet gantan d’ar Werc’hez. N’eo ket lavaret e ve hini-all ebet nemedon o c’houzout kement-se… »
— « Mennoz hor prins ker a vezo sevenet, va merc’h, a lavaras an eskob ; it e peoc’h. »
Korf Lan a oe digaset da genta d’an iliz-veur, hag ac’hano da iliz an Intron-Varia. Eno e chomas.
Merc’h ar barz a zistroas d’he c’houent, ha ne oe mui gwelet nemeur dre ruiou an Naoned.
Pell, pell goude, Eummaēl a gase d’e vignoned koz ar c’helou eus maro Odila, o Frovidans, evel ma lavarent.
Bet oa en Naoned eur c’hlenved spegus ; an dud a varve a druilhadou. Odila a c’houlennas mont wardro ar re glanv ; eno eo e kavas he maro.
Meur a hini eus ar Vretoned koz a ouelas pa glevjont oa maro, hogen ar gristenien a gav frealz en o feiz.
— « Odila a zo santez en nenv, emezo ; eno e pedo evidomp, hag eun dervez e vezimp unanet da viken ! »